Nolwenn Leroy

Ahès


Imprimir canciónEnviar corrección de la canciónEnviar canción nuevafacebooktwitterwhatsapp


E pleg e vrozh
Ma skeud liv an noz
'Veuzan ma c'halon
Da ouelañ a ran.
War lein ar roz
E kevrin an noz
Wale'han ma fec'hed
Ma c'hlevet a rez?

A Vreizh Izel da Vor Iwerzhon
Ahès 'vez graet ac'hanon
Ha da c'hedal a ran.
Me ouel an deiz, me a gan en noz
Ha da c'hedal a ran, ha da c'hedal a ran.

Liñvadenn yen
Herezh an argoll
Ma buhez diroll
Tostaat a ran.
Keuz meus em c'hreiz
Klemmgann Kenvroiz
Daonet e kêr Ys
Ken tost on ac'hann.

Diwaskell wenn
Sonenn voud an aod
Ene diehadenn
Davedout e yan.
War dreuz an nor
Divrec'h yen ha gleb
E gor an oaled
E galon digor


Autor(es): SOPHIA BENTOLILA, GIOVANNI ANTONIO PARRICELLI, MATTHEW RICHARD JOHNSON, NOLWENN LE MAGUERESSE, GWENNYN LOUARN